Nannina de' Medici

Nannina de' Medici e vije an ael o terc'hel ar gurunenn en tu dehoù, en daolenn Madonna del Magnificat (1481), livet gant Sandro Botticelli, Uffizi, Firenze.
Teir c'hoar Lorenzo de' Medici gant Benozzo Gozzoli, Cappella dei Magi, Palazzo Medici Riccardi e Firenze. Nannina e vije an hini a-drek, en tu kleiz.

Nannina de' Medici (Lucrezia hec'h anv-badez), ganet e Firenze d'ar 14 a viz C'hwevrer 1448 ha marvet d'ar 14 a viz Mae 1493), a oa ur briñsez italian, eil merc'h Piero di Cosimo de' Medici ha Lucrezia Tornabuoni ha c'hoar henañ Lorenzo il Magnifico.

Nannina a veze graet anezhi abalamour ma oa lesanv he mamm-guñv Piccarda Bueri.

Daou boltred da vihanañ anezhi en-yaouank a zo anavet :

Evel he breudeur Lorenzo ha Giuliano, hag he c'hoarezed, he doe un deskadurezh eus ar re wellañ. Gant brud an tiegezh hag an deskadurezh vat-se e reas un dimeziñ eus ar gwellañ.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy